Ar soubidigezh, ur strategiezh evit an divyezhegezh

Ce qui fonde le type d’enseignement de Diwan, ce n’est pas la parité horaire des deux langues, la langue dominante et la langue minorisée. C’est l’objectif d’un bilinguisme réel et performant dans les deux langues. Le français étant absolument dominant dans toute la société : dans la rue, dans la vie publique, dans les média, les radios et les télévisions, dans la plupart des familles, l’école se doit d’offrir une immersion linguistique en breton à 100 % dès le plus jeune âge : même ainsi, l’imprégnation en breton ne représente que 25 à 30 % de la vie éveillée de l’enfant d’une famille francophone. C’est relativement peu. C’est entre 3 et 4 ans que la capacité d’apprentissage des langues est la plus forte. A travers le jeu, le chant et les activités, le jeune enfant apprend, sans effort, quelle que soit sa langue maternelle.

 A Diwan, la plus grande partie des parents ne parlent pas le breton et cependant, les élèves deviennent parfaitement bilingues à la fin du cycle primaire. A Diwan, la maternelle fonctionne entièrement en breton. Les apprentissages fondamentaux de la lecture, de l’écriture et du calcul se font en breton. Les connaissances acquises sont ensuite transposées en français sans effort d’acquisition supplémentaire en primaire. Apprendre à lire, c’est toujours apprendre à lire, quelle que soit la langue utilisée. C’est toute la vie de l’école qui se passe en breton. Le breton n’est pas seulement la langue de la classe, c’est la langue de la vie sociale.

Au collège comme au lycée, le breton est la langue des rapports sociaux et de l’enseignement de la plupart des matières. L’utilisation de l’anglais pour enseigner certaines matières complète cette méthode efficace d’apprentissage linguistique. La spécificité de cet enseignement, fait de Diwan, actuellement, la seule filière utilisant la langue bretonne comme langue véhiculaire à tous les niveaux, dans la vie scolaire et sociale. C’est une condition nécessaire pour donner au breton les meilleures chances de rester une langue vivante et créatrice, utile pour l’avenir des Bretons et ne pas servir seulement de marque d’identité que l’on afficherait sans la maîtriser ou la pratiquer.

Pal ur gwir divyezhegezh  ken efedus en div yezh eo a glasker tizhout er skolioù Diwan. Dre ma kaver galleg e pep lec’h en hor c’hevredigezh (er straedoù, er vuhez foran, er mediaoù, er skingomz hag er skinwel, er braz eus ar familhoù…) e rank ar skol kinnig ur soubidigezh yezh e brezhoneg 100 % adalek an oad kentañ : daoust da se e tremeno ar vugale nemet 25 % da 30 % eus o buhez digousk e brezhoneg en ur familh e-lec’h ma vez komzet galleg. N’eo ket kalz eta. Etre 3 ha 4 bloaz eo e vezer barrek-tre da zeskiñ yezhoù. Gant ar c’hoarioù, ar c’han hag an obererezhioù a bep seurt e teu a-benn ar vugale yaouank da zeskiñ, hep striv ebet, forzh peseurt yezh-vamm o defe.  

E Diwan, ar braz eus ar gerent ne oar ket brezhoneg. Daoust da se e teu ar skolidi da vezañ divyezhek penn-da-benn e fin ar kelc’hiad ar c’hentañ-derez. E Diwan ez a en-dro ar c’hlasoù-mamm e brezhoneg nemetken. An deskiñ diazez eus al lenn, ar skrivañ hag ar jediñ a vez graet e brezhoneg.  Ar gouiziadurioù tapet a vez treuzkaset e galleg da c’houde er c’hentañ-derez. Deskiñ lenn zo deskiñ lenn e forzh peseurt yezh e vefe. Holl vuhez ar skol eo a zo brezhonek. N’eo ket ar brezhoneg yezh ar c’hlasoù hepken, yezh ar vuhez kevredigezhel eo ivez.

 Er skolaj evel el lise ez eo ar brezhoneg yezh an darempredoù kevredigezhel hag hini an darn vrasañ eus an danvezioù kelennet. Implij ar saozneg evit kelenn danvezioù zo a gloka an hentenn efedus-mañ a zeskiñ yezhoù. Dibarder he c’helennadurezh a ra eus Diwan an hentenn nemeti oc’h ober gant ar brezhoneg evel yezh darempredoù hiziv an deiz, d’an holl liveoù, er vuhez skolel ha kevredigezhel. Implij ar saozneg evit kelenn danvezioù zo a gloka an hentenn efedus-mañ a zeskiñ yezhoù. Un dra ret eo evit reiñ d’ar brezhoneg ar chañsoù gwellañevit ma chomo ur yezh vev barrek da grouiñ, talvoudus evit dazont ar Vretoned ha neket evit talvezout hepken da verker personded a vije lakaet war wel hep he mestroniañ pe hep ober ganti.