Ar brezhoneg

S’il existe des écoles Diwan c’est parce que le breton existe : langue vivante dépositaire d’une culture orale et littéraire unique qui s’inscrit dans une filiation celtique européenne vieille de 2000 ans. Langue d’une nation souveraine jusqu’au XVe siècle, parlée au IXe siècle dans toute la péninsule armoricaine.

 En 1900, Sébillot estimait à 1 300 000 le nombre des bretonnants; nous sommes aujourd’hui 205.000. C’est encore beaucoup si l’on compare à l’ensemble des langues minoritaires en Europe occidentale (il y en a une quarantaine) : de 150 000 locuteurs pour les moins parlées à 2 millions et demi pour les plus répandues. Avec moins de locuteurs qu’en Bretagne, mais avec une reconnaissance officielle, plusieurs ne déclinent plus, mais au contraire se développent.

 A travers Diwan, c’est la survie de la langue bretonne qui se joue. La possibilité de transmettre notre langue aux générations futures nécessiterait une volonté politique affirmée, dans les médias et dans la vie publique en Bretagne. Dans le cas contraire, la course contre la montre pourrait être définitivement perdue et l’un des éléments les plus importants du patrimoine celtique ne serait plus que curiosité d’archives. Mais au-delà du breton lui-même c’est la démocratie dans l’un de ses fondements, et son respect qui seraient atteints. Défendre le breton, c’est préférer la diversité à l’uniformisation, la variété à la monotonie.

Ma ‘z eus eus ar skolioù Diwan, ez eo peogwir ez eus eus ar Brezhoneg. Yezh vev, ganti ur sevenadur dre gomz ha dre skrid heb e bar, hêrezh ar Gelted e Europa abaoe 2000 vloaz. Yezh ur vroad mestrez war he zachenn betek ar XVvet kantved, ha komzet en IXvet kantved e gourenez Arvorig a-bezh.

 E 1900 e vraskonte Sebillot niver ar vrezhonegerien : 1.300.000; hiziv emaomp e-tro 205.000. Un niver bras a-walc’h ma keñverier gant an holl yezhoù bihan e Europa ar c’hornôg (un daou-ugent bennak a zo !) : eus 150.000 komzer evit ar re na vezont ket komzet kalz betek 2 vilion hanter evit ar re komzet ar muiañ. Meur a hini, nebeutoc’h a gomzerien dezho evit e Breizh, anavezet ez-ofisiel avat, n’ez eont ket war-gil ken, war-raok ne lavaran ket.

 Gant Diwan e sav ar goulenn : ha bev e chomo ar brezhoneg ? Evit ma tremenfe hor yezh d’ar rummadoù da zont e vefe ret kaout ur youl bolitikel start, er media, er vuhez foran e Breizh. A-hend-all, e c’hallfe ar redadeg a-enep an amzer bezañ kollet hag un elfenn a-bouez eus an danvez keltiek a yafe da dra gurius e ti an dielloù. Met a-dreñv ar brezhoneg e-unan, e vefe taget un diazez eus an demokratelezh hag an doujañs dleet dezhi. Difenn ar brezhoneg a dalv bezañ tommoc’h ouzh an disheñvelder eget ouzh an unvanadur, ouzh al liesdoare eget ouzh an untonelezh.