Foar ar goulennoù

Qu’est-ce que Diwan ?

C’est une école associative, de la maternelle au lycée, qui pratique la pédagogie par immersion conduisant l’enfant à un bilinguisme breton-français équilibré.

Qu’est-ce que l’immersion ?

C’est une stratégie d’apprentissage qui privilégie à un moment propice (maternelle, CP) l’intensité de l’utilisation du breton pour parvenir rapidement à une maîtrise naturelle de la langue.

Pourquoi l’immersion ?

Pour ses résultats et pour sa souplesse. Le but est d’arriver rapidement et de manière précoce à une utilisation de la langue comme outil d’apprentissage. Elle permet ensuite à l’enfant de vivre dans deux langues. L’enfant apprend la langue en l’utilisant. Cette méthode crée un environnement favorable pour acquérir la langue de manière non contraignante

N’est-il pas artificiel de scolariser à Diwan un enfant dont la langue familiale n’est pas le breton ?

Plus de 70 % des enfants Diwan ont leurs deux parents qui ne sont pas brittophones. Pourtant, tous deviennent bilingues. L’aptitude de l’enfant à manier deux langues est naturelle. Il n’est pas plus artificiel de donner une éducation bilingue à un enfant que de lui apprendre le piano… même quand les parents ne sont pas musiciens.

Etre bilingue, oui mais pourquoi en breton ?

Parce que le breton fait partie de l’environnement, de la culture qui entourent l’enfant. La pratique quotidienne de deux langues permet la comparaison, le questionnement et la bonne compréhension des règles de construction d’une langue. C’est donc une préparation extrêmement efficace à l’apprentissage d’une troisième puis d’une quatrième langue au collège.

Puis-je inscrire mon enfant à Diwan après une maternelle en français ?

Oui, c’est possible en s’entourant de certaines précautions. Discutez-en avec l’enseignant Diwan.

Mon enfant ne parlera-t-il que le breton à l’école ?

En maternelle et au CP, l’enseignement s’effectue uniquement en breton ; la pratique de la langue est encouragée en dehors de la classe (récréation, cantine, garderie,…), mais les enfants peuvent librement s’exprimer en français.

Apprendra-t-il bien le français ?

Il l’utilise déjà au quotidien. Ce qu’il convient de lui apporter, c’est une connaissance approfondie et maîtrisée de la langue. Pour y parvenir, l’étude du français est introduite en CE1, puis prend une place de plus en plus importante jusqu’au CM2. Les objectifs de maîtrise de la langue française sont les mêmes que dans toutes les autres écoles.

Que se passe-t-il si la famille déménage pour une autre région ?

Un enfant qui interrompt sa scolarité en début d’école primaire peut avoir des faiblesses passagères en français. Une concertation avec le nouvel enseignant et un suivi de votre part règleront le problème assez rapidement.

Mon enfant ne va-t-il pas mélanger les deux langues ?

Cela arrivera. Mais plus que d’autres enfants il aura conscience du caractère arbitraire du signe linguistique (voir conférence de C. Hagège). Il comprendra (à la différence de nombreux adultes monolingues) qu’il n’y a aucun rapport naturel entre disons, le mot  » ti  » et la chose (maison) que l’on peut aussi bien nommer « maison », « house » ou encore « Haus ». Bref, l’effort qu’il devra faire pour ne pas mélanger les deux langues, lui facilitera l’apprentissage d’autres langues. Quand vous vous poserez une question surtout n’hésitez pas à en discuter avec l’enseignant de votre enfant.

Mon enfant aura-t-il des difficultés en français ?

Les évaluations nationales (CE2 et 6ème) montrent le contraire : les résultats des élèves des écoles Diwan sont globalement supérieurs aux moyennes nationales.

Mon enfant n’aura-t-il pas du mal à s’insérer auprès d’autres enfants monolingues ?

Il cherchera bien entendu à fréquenter les enfants de sa classe. Il sera fier de savoir s’exprimer en deux langues mais ne se sentira pas différent des enfants du quartier avec lesquels il ira à la piscine, à l’éveil musical…

Mon enfant ne va-t-il pas faire trop de breton ?

Comptons ensemble sur une semaine : 7 jours de 24h soit 168h dont 70 de sommeil, restent 98 heures. 26h d’école (en breton mais avec du français en primaire), 72h famille, amis, etc… (en français très souvent). Soit 25 à 30 % seulement da la vie éveillée en breton.

Nous ne sommes pas brittophones. Pourrons nous assurer le suivi scolaire en primaire ?

L’expérience montre que oui. Dans votre école des parents vivent cette situation. Ils pourront vous en parler. Les instituteurs pourront vous conseiller. Des aides aux devoirs (études du soir) existent dans certaines écoles. Posez la question à votre AEP. Et puis, vous demandez un effort à votre enfant, cela demande un effort de votre côté aussi. Cela en vaut la peine et votre enfant verra ainsi votre pleine adhésion dans le choix que vous avez fait.

Dans quelque temps vous l’entendrez parler une langue que vous ne lui avez pas apprise, vous le verrez faire des progrès que vous ne soupçonniez pas. Vous serez alors convaincus d’avoir fait le bon choix.

Petra eo Diwan ?

Ur skol gevredigezhel eo, laik, digoust ha digor d’an holl, eus ar skol-vamm d’al lise, a vez kelennet enni hervez ar bedagogiezh dre soubidigezh evit degas ar vugale d’an divyezhegezh brezhoneg – galleg kempouez.

Petra eo ar soubidigezh ?

Ur strategiezh kelenn eo hag a ro ur plas bras d’ar brezhoneg, d’ar mare a zere (skol-vamm, CP), evit tapout buan ur mestroni naturel war ar yezh.

Perak ar soubidigezh ?

Evit talvoudegezh he disoc’hoù ha peogwir eo soupl hec’h implij. Ar pal eo dont a-benn buan hag abred da implij ar yezh evel benveg kelenn. Reiñ a ra tro d’arvugale goude-se da vevañ e div yezh. Dre implij anezhi an hini eo e teskont ar yezh. Krouet e vez gant ar soubidigezh un endro hag a lak ar vugale barrek da zeskiñ ar yezh hep na vefe ur gwall samm.

Ha n’eo ket a-enep natur skoliata ur bugel ma n’eo ket ar brezhoneg yezh e familh ?

Muioc’h eget 70 % eus tadoù ha mammoù bugale Diwan n’int ket brezhonegerien. Divyezhek e teu an holl vugale-se da vezañ koulskoude. Naturel eo evit ur bugel ober gant div yezh. N’eo ket dinatureloc’h sevel ur bugel e div yezh eget e lakaat da zeskiñ seniñ piano… zoken ma n’eus ket muzikerien eus e dud.

Bezañ divyezhek ? Ya, met abalamour da betra e brezhoneg ?

Abalamour m’eo ar brezhoneg ul lodenn eus an endro, ar sevenadur en-dro d’ar bugel. Dre ober bemdez gant div yezh, e c’heller keñveriañ, sevel goulennoù ha kompren mat reolennoù sevel ur yezh. Kement-mañ zo efedus-tre evit deskiñ un teirvet hag ur pedervet yezh er skolaj.

Ha gallout a ran enskrivañ ma bugel e Diwan hag eñ bet er skol-vamm e galleg ?

Posupl eo, ya, gant ma vo taolet pled ouzh traoù ‘zo. Komzit gant ar skolaer.

Ma bugel ne gomzo nemet brezhoneg er skol ?

Er skol-vamm hag e CP eo e brezhoneg hepken e vez graet skol ; en diavaez eus ar c’hlasoù (ehanoù, kantin, diwallerezh,…) e reer a seurt ma c’hellfe ar vugale obber gant ar brezhoneg met komz galleg a c’hellont ma karont.

Deskiñ a raio trawalc’h a c’halleg ivez ?

Bemdez e ra gant ar galleg dija. Ar pezh a zo da zegas dezhañ zo un anaoudegezh don hag ur mestroni war ar yezh. Evit se e kroger gant studi ar galleg e CE1 ha kreskiñ a ra plas ar studi galleg betek ar CM2. Heñvel eo ar palioù a-fet mestroniañ ar galleg ouzh re an holl skolioù all.

Petra  a c’hoarvezo ma ‘z a kuit ar familh d’ur vro all ?

Ma vez diskroget eus ar skol e derou ar c’hentañ derez, e c’hell ur bugel kaout kudennoù evit ar galleg e-pad ur pennad. Diskoulmet  e vo an traoù buan a-walc’h dre gaozeal gant ar skolaer nevez hag heuliañ mat ho pugel.

Ne vo ket mesket an div yezh gant ma bugel ?

A-wechoù ‘vo. Gouzout a raio ar bugel avat, muioc’h eget ar re all, ez eo ket tidel arouezioù ar yezh (sellet ouzh prezegenn C. Hagège). Kompren a raio (ar pezh na ra ket kalz a dud unyezhek en oad) n’eus keñver naturel ebet etre, lakomp, ar ger  » maison  » hag an dra (ti), a c’heller envel kenkoulz « ti », « house », pe « Haus ». Dre ar strivoù a raio evit chom hep meskañ an div yezh, e vo aesoc’h dezhañ deskiñ yezhoù all. Pa savo ur goulenn en ho penn, n’ho pezit ket aon da gaozeal gant ar skolaer.

Daoust hag-eñ en devo ma bugel diaesterioù e galleg ?

Diskouezet ‘vez ar c’hontrol gant ar priziadurioù e bro-Frañs a-bezh (CE2 ha 6vet) : dre vras e vez uheloc’h disoc’hoù bugale ar skolioù Diwan eget keidenn Bro-Frañs.

Ha ne vo ket diaes da’m bugel en em lakaat gant bugale unyezhek ?

Evel-just, e klasko daremprediñ bugale e glasad. Lorc’h ‘vo ennañ o c’houzout ober gant div yezh; n’en em santo ket disheñvel avat diouzh bugale e garter ma ‘z aio ganto d’ar poull-neuial, da zeskiñ sonerezh…

Ha ne vo ket desket gant ma bugel brezhoneg betek re ?

Kontomp asambles war ur sizhunvezh : 7 devezh 24e = 168e, en o zouesk 70e kousk, chom a ra 98e. 26e er skol (brezhoneg met galleg ivez er 1añ derez), 72e gant ar familh, ar vignoned, h.a. e galleg alies-tre). Da lavaret eo 25 % pe 30 % eus an amzer (er-maez ar c’housk) e brezhoneg.

N’omp ket brezhonegerien. Ha gallout a raimp heuliañ hor bugel er c’hentañ derez ?

Ya, diskouezet ‘vez dre skiant-prenet. Bevet e vez kement-mañ er skolioù gant tadoù ha mammoù all. Posupl e vo dezho komz ganeoc’h. Alioù a c’hallot kaout digant ar skolaerien. Prantadoù studi diouzh an noz a zo e skolioù ‘zo. Goulennit digant an AEP. Ouzhpenn-se, e c’houlennit strivoù digant ho pugel, strivoù diouzh ho tu zo d’ober ivez. Talvezout a ra ar boan ha neuze e welo ho pugel ez oc’h troet da vat gant ar choaz ho peus graet.

A-benn nebeut e klevoc’h ho pugel o komz en ur yezh n’ho po ket degaset dezhañ, hag eñ mont war-raok ken na viot souezhet. Kendrec’het e viot da vezañ bet dibabet mat neuze.