Doriou Digor 20 / 21 a viz mae

D’ar gwener 20 a viz Mae (etre 3 eur ha 6 eur hanter) ha d’ar sadorn 21 (etre 10 eur ha kreizteiz hanter) e vo digor an div skol Diwan e (skol vamm ha kentañ derez) e Kemper d’an holl re a zo dedennet. D’ar sadorn mintin e kemero perzh bugale ar skol da atelieroù evit deskiñ savet en ur mod c’hoarius, evel hini an « eskemmoù » a zo aozet e-pad ar sizhun gant bugale eus klasoù disheñvel.

Gouel ar brezhoneg war plasenn ti-kêr Kemper d’ar merc’her 18 a viz Mae : evit ar vugale hag ar gerent

D’ar merc’her 18 a viz Mae e vo aozet war plasenn ti-kêr ur gouel war mod eus ar pezh a oa bet kinniget pa oa tremenet ar Redadeg ar bloazh tremenet. Dalc’het eo ar gouel evit kelaouiñ an dud diwar-benn kelenn ar brezhoneg eus an ti magouri betek ar c’hentelioù evit ar re deuet. Un digarez eo ivez evit ober ur fest gant un abadenn sonerezh, krampouezh da zebriñ, ur verenn vihan evit ar vugale… Adarre, pouezhus eo kavout ar muiañ posupl a dud evit sikour, ar muiañ posupl a vugale da ganañ ha dañsal goude merenn. Muioc’h a ditouroù a vo kaset deoc’h araok ar vakansoù.

Redadeg vihan e Penvillers d’ar 16 a viz Mae

D’al lun 16 a viz Mae e vo aozet ar Redadeg vihan war tachenn sport Penvillers. Klasoù eus skolioù divyezhek bro gKemper a gemero perzh. An ter skol eus Kemper, peurgetket : Diwan, Div yezh ha St Raphael. Marteze e teuio skol Diwan Plogastell ivez. Pal ar Redadeg vihan eo lakaat war well kelenn ar Brezhoneg er skolioù, bodañ skolidi eus oadoù ha skolioù hag a zo o teskiñ ar yezh, brudañ ar Redadeg (a zo dalc’het bep dav vloazh) hag, evel just, kinnig d’ar vugale un abadenn sport ha c’hoarioù blijus er-maez. Penn-kentañ ur sunvezh a-bouez evit ar yezh hag evit ar skol a vo.

Aozadur ar c’hermes

  • emvod e Kermoguer d’an  10 a viz mae  2011 da 18e30
  • emvod e Penharz d’an 12 a vie mae 2011 da 17e