2021-22

En promenade à la ferme de Tobie et à Ty Théâtre

Pourmenadenn e ti feurm Tobie ha Ty Théâtre

Nous avons eu beaucoup de plaisir à la ferme de Tobie à nous occuper des animaux ! Ensuite, nous avons été accueillis par Gilles et Catherine à Ty Théâtre. Nous avons vu toutes sortes de marionnettes, c’était super !

Maëlle – Krec’h Gwenn

Plijadur-bras hon eus bet e ti-feurm Tobie oc’h ober war-dro al loened ! Da c’houde omp bet degemeret gant Gilles ha Catherine e Ty Théâtre. Gwelet hon eus margodennoù a bep seurt, dreist e oa !

Maëlle – Krec’h Gwenn

Sortie au centre-ville de Quimper

Ermaeziadenn e kreiz-kêr Kemper

Le mardi 21 juin, la classe de CP/CE2 est allée se promener au centre-ville de Quimper. Elle était guidée dans les rues par Annaïg Loisel. Elle nous a expliqué beaucoup de choses : comment ont été construites les vieilles maisons, pour on y trouve des nombres latins, et quelque chose de “drôle” et de “répugnant” en même temps : où étaient les toilettes à l’époque du Moyen-Âge (les gens urinaient dans l’Odet par un trou situé dans le mur de leur maison). A la fin de la promenade, nous avons été jusqu’à la cathédrale écouter la vie de Saint Corentin.

Stéphanie – Kerfeunteun

D’ar Meurzh 21 a viz Even e oa bet ar c’hlasad CP/CE2 o vale e kreiz-kêr Kemper. Heñchet e oa bet er straedoù gant Annaïg Loisel. Displeget he doa ur bern traoù deomp : penaos e veze savet an tiez kozh, perak e oa sifroù latin outo, hag un dra “farsus” hag “heugus” war ar memes tro : pelec’h e oa ar privezioù da vare ar Grennamzer (staotat a rae an dud er stêr dre un toull a oa e moger o zi). E fin ar bourmenadenn e oamp bet en Iliz-Veur evit selaou buhez Sant Kaourantin.

Stéphanie – Kerfeunteun

Sortie à Saint-Evarzec et Botmeur

Ermaeziadenn e Sant-Evarzeg ha Boneur

Le mardi 14 juin, les classes de CP/CE2 et CE1/CM1 ont visité la ferme de Mathilde à Saint-Evarzec. Nous avons eu l’occasion de voir toutes sortes d’animaux : des vaches, des boucs, des poules… Nous avons visité la salle de traite et nous avons été nous promener parmi les serres dans lesquelles on cultive des framboises, citrons, courgettes, tomates…
Après le repas de midi, nous sommes allés à Botmeur à la recherche de korrigans. Nous avons été guidés par Youn, flûtiste, pour les approcher et échanger avec eux. Ils étaient très drôles !

Stéphanie – Kerfeunteun

D’ar Meurzh 14 a viz Even e oa bet ar c’hlasoù CP/CE2 ha CE1/CM1 o weladenniñ ti-feurm Mathilde e Sant-Evarzeg. Tro hon doa bet da welet loened a bep seurt : saout, bouc’hed, yer… Gweladennet hon doa ar sal-c’horo ha bet e oamp bet o vale e-touez an tiez-gwer ma vez gounezet flamboez, sitroñsoù, kourjetez, tomatez…

Goude merenn e oamp aet betek Boneur evit klask gwelout korriganed. Heñchet e oamp bet gant Youn, ur soner fleüt, ha deuet e oamp a-benn da dostaat outo evit eskemm. Re farsus e oant !

Stéphanie – Kerfeunteun

Sortie à Plomelin

Ermaeziadenn e Ploveilh

Les enfants de l’école Diwan de Quimper Penhars (classes de Brewalenn et Nadine) sont allés visiter les jardins maraîchers « Legumaj Kergwenn » à Plomelin chez Yann Paulet et Anne Desallais.
Ils ont pu observer les jeunes plants dans des petits pots de terre qui seront installés dans la terre sous les serres ou en pleine terre plus tard.
Yann et Anne ont expliqué aux enfants que les plants peuvent recouvrir le sol en grandissant (plants de courgettes, de melons, de patates douces…) ou monter haut (plants de tomates, de concombres, d’haricots verts…). Les deux rangées de haricots verts forment une sorte de forêt qu’on peut traverser !
Il faisait chaud et le système d’arrosage était en marche pour arroser les légumes. Les enfants en ont profité pour se rafraîchir aussi. Ça faisait du bien !
Un apiculteur, Christophe Doucet, est venu expliquer aux enfants, à l’aide de ses ruches, comment vivent les abeilles : la reine, les ouvrières et les bourdons. Il leur a montré comment obtenir du miel, les outils et la tenue qu’il utilise.
La matinée s’est clôturée par un pique-nique à l’ombre.

Nadine – Penharz

Bugale skol-vamm skol Diwan Kemper Penharz (klasoù Brewalenn ha Nadine) a oa bet o weladenniñ liorzhoù « Legumaj Kergwenn » e Ploveilh dalc’het gant Yann Paulet hag Anne Desallais.
Tro o deus bet da welet plant nevez e-barzh podadoù douar bihan hag a vez staliet goude en douar dindan an tiez-gwer pe er-maez.
Displeget e oa bet d’ar vugale gant Yann hag Anne ez eus plant oc’h en em ledañ war al leur (kourjetez, avaloù sukrin, patatez dous…) ha lod all o sevel uhel (tomatez, kokombrez, fav glas…). An div renkennad fav glas a sav ur seurt koad a c’heller treuziñ !
Tomm e oa an amzer hag ar sistem evit dourañ al legumaj a yae en-dro. Profitet o doa ar vugale evit bezañ glebiet un tamm ivez. Vat a rae.
Ur gwenaner, Christophe Doucet, a oa deuet gant ruskennoù da zisplegañ d’ar vugale penaos e vev ar gwenan : ar rouanez, al labourerezed hag ar sardoned. Kinniget en deus ar mod da gaout mel, an ostilhoù hag ar gwiskamant a vez implijet gantañ.
Gant ar piknik e oa bet echuet ar mintinvezh en disheol.

Nadine – Penharz

La visite des pompiers

Gweladenn ar bomperien

Le mardi 7 juin 2022, les pompiers sont venus à l’école. Nous avons visité le camion PREVENTI dans lequel une maison a été reconstituée. Ils nous ont expliqué la démarche à suivre lorsqu’un feu se déclare dans une maison : sortir rapidement sans céder à la panique, fermer la porte de la pièce dans laquelle on se trouve, appeler les autres personnes présentes dans la maison et appeler les pompiers (18 ou 112) en mentionnant son nom, son adresse et ce qui s’est produit. Nous avons fait un essai, il y avait de la fumée partout !

Stéphanie – Kerfeunteun

D’ar Meurzh 7 a viz Even 2022 e oa bet ar bomperien er skol. Gweladennet hon doa ar c’harr-samm PREVENTI ma oa bet adsavet un ti. Displeget o doa deomp petra ober pa’ z eus un tan-gwall er gêr : mont kuit buan hep pennfolliñ, serriñ dor ar sal ma oamp, gervel an dud all ha pellgomz d’ar bomperien (18 pe 112) en ur venegiñ an anv, ar chomlec’h hag ar pezh zo c’hoarvezet. Graet hon doa un taol-esae, moged a oa e pep lec’h !

Stéphanie – Kerfeunteun

Tournoi inter-écoles

Touarnamant etre-skol

Que ce soit sur un terrain de basket ou de foot, les élèves de la classe de CM de Penharz ont montré leur polyvalence sportive. Un samedi extra avec Nicolas, Erwen, Miguel, Loris et Roxane, heureux de leur médaille d’or !

Keven – Penharz

Pa vefe war un dachenn mell-baner pe mell-droad o deus skolidi CM Penharz diskouezet pegen ampart e oant. Ur Sadornvezh a-feson gant Nicolas, Erwen, Miguel, Loris ha Rowane, laouen gant o medalenn aour !

Keven – Penharz

Au Cap Sizun

E bro ar C’hab

Le vendredi 10 juin les CE1, CM1 et CM2 de skol Diwan Kerfeuteun sont partis en vadrouille dans le Cap-Sizun ! Une demi-journée au moulin de Keriolet à Beuzec, l’autre dans la réserve naturelle à Goulien pour observer les oiseaux…

Bruno – Kerfeunteun

D’ar Gwener 10 a viz Even o doa foetet-bro re CE1, CM1 ha CM2 skol Diwan Kerfeuteun, betek bro ar C’hab ! Un hanter devezh en « argoad », o welet meilh Gerioled e Beuzeg, an hanter all en arvor, e mirva al laboused e Goulien… Devezh dispar en ur vro dibar !

Bruno – Kerfeunteun

Tartes du soleil

Tartezennoù heol

Ce mardi 24 mai, nous avons récolté dans  notre potager des blettes et des salades. Nous avons fait deux tartes du soleil. Puis, nous avons invité les élèves de la classe d’Erig et de Gaelle (qui avaient préparé la vinaigrette et lavé les salades) et les adultes de l’école à venir partager avec nous ces belles et bonnes tartes.

Laurence – Kerfeunteun

D’ar Meurzh 24 a viz Mae hon doa fardet div dartezenn « HEOL ». Klasad Gaelle hag Erig o doa fardet al lipig a ya mat gant ar salad. Fier e oamp bet da vont da zastum kaol-beotez ha salad e liorzhig legumaj ar skol. greun tro-heol, tomatez (er c’hlas) ha favennoù (er-maez). E liorzh ar skol hon eus plantet plant salad, fav glas, piz bihan, beotez, sivi.

Laurence – Kerfeunteun

Fables de La Fontaine

Fablennoù de La Fontaine

Après avoir mené un travail en classe de plusieurs semaines sur les fables de La Fontaine en breton, les élèves de CE2 en ont choisi une, ils l’ont apprise par cœur, l’ont imagée et lui ont prêté leur voix. Voici le résultat…

Stéphanie – Kerfeunteun

E-pad meur a sizhun o deus labouret ar re CE2 diwar-benn fablennoù La Fontaine er c’hlas. War-lerc’h o deus dibabet o hini vuiañ karet, desket o deus anezhi dre eñvor ha skeudennaouet o deus anezhi. Enrollet eo bet ar skolidi  o tibunañ ar fablenn. Setu an disoc’h…

Stéphanie – Kerfeunteun

Exposition “Barzaz Breiz”

Diskouezadeg “Barzaz Breiz”

Ce jeudi 28 avril, les CE1 et CM1 de Diwan Kerfeunteun se sont rendus à l’exposition « Barzaz Breiz » au musée départemental breton. L’occasion d’en apprendre plus sur la vie du pays au milieu du 19e siècle. Et c’est en breton que les enfants ont été guidés par Annaïg, merci à elle !

Bruno – Kerfeunteun

D’ar Yaou 28 a viz Ebrel eo bet ar re CE1 ha CM1 skol Diwan Kerfeunteun o welet an diskouezadeg « Barzaz Breiz » e mirdi Breizh an departamant. An digarez da c’houzout hiroc’h diwar buhez er vro e-kreiz an 19vet kantved… E brezhoneg eo bet heñchet brav ar vugale gant Annaïg, trugarez dezhi !

Bruno – Kerfeunteun

Le printemps est arrivé

Erruet eo an nevez-amzer

Le printemps est aussi arrivé dans les classes de Laurence et d’Erig. Nous avons réalisé des semis en classe : tournesols, tomates. Dans notre jardin-potager, nous avons semé des fèves et planté des plants d’haricots, de petits pois, de bettes, de fraises.

Laurence – Kerfeunteun

Erruet eo an nevez-amzer e klasoù Laurence hag Erig ivez. Hadet hon eus greun tro-heol, tomatez (er c’hlas) ha favennoù (er-maez). E liorzh ar skol hon eus plantet plant salad, fav glas, piz bihan, beotez, sivi.

Laurence – Kerfeunteun

Poisson d’avril

Peskig Ebrel

Nous avons réalisé de belles queues de poisson pour ce vendredi 1er avril 2022 ! Nous avons découvert un nouveau jeu “Le filet de pêche” et appris la comptine du jeu. Le but du jeu est de ne pas se faire attraper par le filet du pêcheur.

” Pesked bihan, pesked bihan
Diwallit, diwallit!
Pesked bihan, pesked bihan,
Gwelloc’h deoc’h mont kuit
Rak pa gouezho ar roued,
pesked bihan,
E-barzh e voc’h paket !”

Laurence – Kerfeunteun

Savet hon eus lostoù pesked brav evit ar Gwener 1añ a viz Ebrel 2022 ! Dizoloet hon eus ur c’hoari nevez “Roued ar pesketour”. Pal ar c’hoari : chom hep bezañ paket er roued. Desket hon eus rimadell ar c’hoari :

” Pesked bihan, pesked bihan
Diwallit, diwallit!
Pesked bihan, pesked bihan,
Gwelloc’h deoc’h mont kuit
Rak pa gouezho ar roued,
pesked bihan,
E-barzh e voc’h paket !”

Laurence – Kerfeunteun

De la poésie pour célébrer le printemps

Barzhonegoù evit lidañ an nevez-amzer

Quelques haïkus pour célébrer le printemps.

Stéphanie – Kerfeunteun

Un nebeud haikuioù evit lidañ an nevez-amzer. 

Stéphanie – Kerfeunteun

Des masques de couleur

Maskloù liesliv

Des masques multicolores réalisés par les élèves de Stéphanie.

Stéphanie – Kerfeunteun

Maskloù liesliv savet gant skolidi Stéphanie. 

Stéphanie – Kerfeunteun

Mardi gras à Penhars

Meurlarjez e Penharz

Paul Gauguin

Paul Gauguin

Inspirés par l’œuvre de Paul Gauguin, nous avons réalisé cette création. Vous pouvez venir l’admirer à la boulangerie « Pains & Kouign » non loin de l’école ainsi que la création des enfants de la classe d’Erig Rospape et Gaëlle Kervella. Nous irons voir ce tableau au musée des Beaux-Arts de Quimper au mois d’avril. Merci à la Boulangerie « Pains & Kouign » d’avoir organisé ce concours pour les écoles de Quimper.

Laurence – Kerfeunteun

Awenet gant oberenn al livour Paul Gauguin hon doa savet an oberenn-mañ. Gellet a reoc’h dont da welet anezhi e Ti ar baraer « Pains & Kouign » nepell eus ar skol. Mont a raimp da well an oberenn e mirdi an Arzoù Kaer Kemper e miz Ebrel. Trugarez d’ar stal-vara « Pains & Kouign » da vezañ aozet ar genstrivadeg-mañ evit skolioù Kemper.

Laurence – Kerfeunteun

Chandeleur

Gouel ar Gouloù

Pour fêter la Chandeleur, nous avons fait des kouigns du Pays Bigouden sur la billig !

Et voici notre recette : il te faut 1 kg de farine, 600 gr de sucre, 4 oeufs, 1,5 l de lait, 2 sachets de sucre vanillé, 40 gr de levure de boulanger.
Verser et mélanger la farine, le sucre et le sucre vanillé dans un saladier. Ajouter les 4 oeufs et mélanger avec un fouet. Dans un bol, mélanger la levure et le verre de lait. Verser ce mélange et le lait peu à peu sur la pâte. Laisser la pâte monter dans un lieu à bonne température (3 heures). Chauffer la billig à 250°. Mettre une louchée de pâte à cuire sur la billig (ne pas étaler la pâte). Servir avec du beurre, de la confiture ou du sucre !

Laurence – Kerfeunteun

Lidet hon eus Gouel ar Gouloù ! Fardet hon eus Kouignoù Bro Vigoudenn.

Ezhomm zo eus 1 kg bleud, 600 gr sukr, 4 vi, 1 litrad hanter laezh, 2 sac’had sukr vanilhek, 40 gr goell baraer.
Lakaat ha meskañ ar bleud, ar sukr hag ar sukr vanilhek el lestr. Ouzhpennañ ar 4 vi ha kemmeskañ gant ur baser. En ur volenn lakaat ha meskañ ar goell gant ur beradig laezh. Skuilhañ ar meskaj hag al laezh a nebeudoù en toaz. Lezel an toaz da vont e go en ul lec’h tomm (teir eurvezh). Laka ar billig da dommañ war 250°. Laka ur glogead toaz da boazhañ war ar billig (arabat ledañ an toaz war ar billig). Servijit gant koñfitur pe amann ha sukr !

Laurence – Kerfeunteun

Cartes de voeux

Kartennoù hetoù

Nous avons réalisé de belles cartes de vœux. Nous avions préparé les enveloppes  avec l’adresse et le timbre à la maison. Nous les avons postées à la poste centrale de Quimper.

Laurence – Kerfeunteun

Savet hon doa kartennoù hetoù brav ! Prientet hon doa ar goloioù-lizher gant ar chomlec’h hag an timbr er gêr. Lakaet hon doa anezho er voest-lizheroù e kreiz-kêr Kemper.

Laurence – Kerfeunteun

Défi La Salamandre

Difi La Salamandre

Les élèves de grande section de Kerfeunteun ont participé au défi proposé par la revue La Salamandre : construire une mangeoire pour les oiseaux avec une orange. Nous attendons les résultats !

Gaelle – Kerfeunteun

Skolidi klas re vras Kerfeunteun o deus kemeret perzh en difi aozet gant ar gelaouenn La Salamandre : sevel ur c’homm evit al laboused gant un orañjezenn. Emaomp o c’hortoz an disoc’hoù !

Gaelle – Kerfeunteun

Théâtre par les CE2

C’hoariva gant ar re CE2

Deux pièces de théâtre ont été présentées aux primaires de Kerfeunteun à l’initiative des CE2 : “Rozenn ha moneiz ar gouignenn” et “Beg figus eo Rozenn”.

Kinniget eo bet daou bezh-c’hoari gant ar re CE2 da skolidi kentañ-derez Kerfeunteun : “Rozenn ha moneiz ar gouignenn” ha “Beg figus eo Rozenn”.

Koumoulennig

Koumoulennig

Ce jeudi 2 décembre, les élèves de maternelle des trois écoles ont assisté à un spectacle de Jean-Luc et Noah Roudaut conté et chanté en langue bretonne proposé par Ti ar Vro Kemper. Le spectacle racontait l’histoire de Petit nuage (Koumoulennig), un nuage qui vole au secours des animaux d’Afrique. Le conte était entrecoupé de chansons, ce qui nous a permis de participer à l’aventure en compagnie des artistes.

D’ ar Yaou 2 a viz Kerzu 2021 e oa bet kinniget d’an teir skol-vamm un istor kontet ha kanet e brezhoneg gant Jean-Luc ha Noah Roudaut. An abadenn a gonte istor Koumoulennig, ur goumoulenn wenn a glask sikour loened Afrika. Lusket e oa an abadenn gant kanaouennoù a-benn lakaat an arvesterien da gemer perzh en avañtur gant an arzourien.

Victor Vasarely

Victor Vasarely

Au mois de novembre, nous avons observé les œuvres de Victor Vasarely. Il utilise beaucoup les formes géométriques : carré, ronds… dans ses tableaux.
Nous nous en sommes inspirés pour fabriquer le calendrier de décembre (jusqu’aux vacances) en forme de sapin.
Nous avons peint des carrés et des boîtes de fromage rondes avec quatre couleurs. Nous avons collé les boîtes sur les carrés puis construit un sapin en veillant à ne pas coller deux carrés de même couleur côte à côte. Les grandes sections ont écrit les nombres de 1 à 17 sur les boîtes.
Depuis le 1er décembre, on ouvre une boîte chaque jour (ou plus les lundis et jeudis pour les jours sans école).
Dans les boîtes on trouve des devinettes, des recettes, des défis à faire par équipe, une chanson, une histoire…
Des surprises tous les jours pour attendre les vacances !

Nadine – Penharz

E miz Du hon doa sellet ouzh oberennoù Victor Vasarely. Implijout a ra kalz ar stummoù mentoniel : karrezioù, rontoù… en e daolennoù.
Diwar ar patrom-se hon doa savet un deiziadur evit miz Kerzu (betek ar vakañsoù) e stumm ur wezenn-sapr.
Livet hon doa karrezioù ha boestoù fourmaj ront gant pevar liv.
Peget hon doa ar boestoù war ar c’harrezioù ha savet ur wezenn en ur chom hep lakaat daou garrez gant ar memes liv kichen-ha-kichen. Ar re vras o doa skrivet an niveroù eus 1 da 17 war ar boestoù.
Abaoe an c’hentañ a viz Kerzu e vez digoret ur voest bemdez (pe muioc’h d’al Lun ha d’ar Yaou evit an devezhioù hep skol).
Er boestoù e vez kavet divinadelloù, rekipeoù, daeoù d’ober a-skipailh, ur ganaouenn, un istor…
Souezhadennoù bemdez da c’hortoz ar vakañsoù !

Nadine – Penharz

Mots croisés

Gerioù-kroaz

Affiches réalisées durant les “eskemmoù” à Kerfeunteun : des mots croisés avec les prénoms des élèves !

Skritelloù savet e-pad an eskemmoù e Kerfeunteun : gerioù-kroaz gant anvioù-bihan ar skolidi !

L’alphabet des trésors

Lizherenneg an teñzorioù

Cette année, les enfants de la classe de grande section de maternelle de Kerfeunteun vont dehors régulièrement pour faire connaissance avec le monde qui les entoure. Ils ont créé un alphabet à partir des trésors récoltés autour de l’école. Attention, en breton, on n’utilise pas toutes les lettres de l’alphabet français !

Gaelle – Kerfeunteun

Er bloaz-mañ, e Kerfeunteun, bugale klas ar re vras skol-vamm a ya er-maez ingal evit ober anaoudegezh gant ar bed a zo tro-dro dezho. Savet o deus ul lizherenneg  gant teñzorioù an natur dastumet tro-dro d’ar skol. Taolit evezh, ne vez ket implijet e brezhoneg an holl lizherennoù implijet e galleg !

Gaelle – Kerfeunteun

“Ar wastell avaloù”

“Ar wastell avaloù”

Nous avons écouté l’histoire « Ar wastell avaloù » (Le gâteau aux pommes) de Yann-Fañch Jacq puis nous avons cuisiné deux gâteaux aux pommes. L’après-midi, nous avons invité la classe de Gaelle Menez à venir déguster notre gâteau. Comment était notre gâteau ? Délicieux, bien sûr !

Laurence – Kerfeunteun

Selaouet hon doa istor “Ar wastell avaloù” (testenn gant Yann-Fañch Jacq). Da c’houde hon doa fardet div wastell avaloù. Goude merenn hon doa pedet klasad Gaelle Menez da zont da zebriñ ar wastell avaloù bet fardet ganeomp. Saourus e oa evel-just !

Laurence – Kerfeunteun

Etiquettes décoratives

Kinklañ an doug-mantilli

Les enfants de moyenne section ont utilisé du papier journal pour décorer les cartes des porte-manteaux qui se trouvent dans le couloir de la classe, ils ont collé les étiquettes de leur prénom (écrit en capitales d’imprimerie et en script).

Laurence – Kerfeunteun

Paper journal o deus implijet bugale rummad ar re grenn evit kinklañ kartenn o doug-mantilli e trepas ar skol. Peget o deus warno o anv (skritur distag bras ha skritur distag bihan).

Laurence – Kerfeunteun